Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7

nisse qazi evit an anter eus e ezom. Un amezec dezàn en devoa guedet ar moment ma voa sortiet Mizer, hac en devoa laeret dezàn cazi tout ar c’haera per, en hevelep fêçon m’en devoa qement chagrinet an dra-se anezàn, dre ar c’holl bras a rê, ma vije eat aoüalc’h da gousqet hep coannia, goude beza losqet mallozou var e laer ; hac evel ur maleur, an deiz-se n’en devoa dastumet nep tam bara en e vissac.

Rêzon en devoa erfat da gaout chagrin ; meur a hini zo hac en em chagrinfe evit nebeutoc’h. Paul o sellet ous Pêr a lavaras : cetu aze un den hac a ra compassion dìn ; beza en deus milit hac ur galon vad, peguen miserabl benac ma zeo ; ret ê deomp pedi Doue evitàn.

Allas ! autrone, eme Mizer paour, calz a blijadur a rafec’h dìn, rac evit va fedennou-me o deus nebeut a c’halloud, pa zeo güir caer emeus pedi alies, na ellàn qet zo qen sortial eus ar stad maleurus e pebini e velit e zon reduiset.

Doue a eprouv avichou ar re just, eme Pêr dezàn ractal. Mes, va mignon, ma ho pez ur graç benac da c’houlen ous Doue, petra a c'houlenfec'h-hu ?

Ha ! autrou, eme Mizer, ebars er goler ma zoùn a enep ar friponet o deus laeret va fer, na c’houlenfen netra qen digant Doue nemet : Qement hini a bignfe em guezen per a chomfe peguet eno qeit ha m’am bez c’hoant, ha na zispeqfe nemet pa bliche dìn.

Cetu aze evit güir en em derc’hel da nebeut a dra, eme Pêr ; mes anfin, an dra-se eta ho contantfe ? Oh ! ia sur, eme Mizer, en ur c’hoarzin, muioc’h eguet oll vadou ar bed. Pebes joa evidòn, emezàn, da velet ur c’hoqin peguet var ur branc, o chom eno evel ur ganuchen, o c’houlen pardon diganén ! Pebes plijadur o velet, evel var ur marc’h coad, al laeron miserabl-se !

Da zezir a vezo accomplisset, eme Pêr, mar teu Doue da exauci ar beden e zeomp da adressi dezàn evidout.

Epad an nôs Pêr ha Paul na rejont nemet pedi ; rac