Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8

evit sonjal cousqet a voa inutil, ar paour qèz Mizer n’en devoa evit goele nemet un dornadic colo, pebini a falie dezàn da rei d’e zaou hostis ; mes int a refusas crenn, dre druez outàn. Da c’houlou deiz e savjont, ha goude mil bennos roet d’ar bonom Mizer evit e oll vadelez, coulz ha d’ar gandierez, pehini e devoa o regalet mad, e partijont eus ar gaborel, hac e lavarjont da Vizer penaus biqen den na deuje mui da douch eus e ber, hep caout qeuz ; penaus ec’h alle sortial hardimant ; ha ma vije hardi aoüalc’h nicun da bignat er vezen, e cavje anezàn er memes plaç, pa zistroje d’ar guear, ha na alje biqen disqen anes e gonsantamant. Desirout mad a ràn se, eme Mizer, en ur c’hoarzin, evit ar vech qenta eus e vuez, rac biscoas n’en devoa c’hoarzet, hac e crede ne lavare Pêr se dezàn nemet evit e voapât eus ar souhet ridicul en devoa grêt.

Anfin, an daou beacher o veza partiet, ec’h êruas autramant eguet a zonje Mizer, ha ne zaleas qet d’en em appercevi a guementse, rac ar memes laer, pehini en devoa pipet dezàn e ber, o veza deut qerqent, epad ma voa Mizer o qerc’hat ur podad dour, a voe surprenet joaüs, en ur antren en e dy, o velet e laer gludet var ar vezen, oc’h ober e oll effortchou evit en em dispega.

Ha ! ha ! canfardic, eme Mizer, ho terc’hel a ràn eta en dro-mâ ! hac e talc’he e gostesiou, qement e c’hoarze. Pez seurt tud eo eta, va Doue ! an daou den a zo deut en nôs-mâ da loja d’am zy ? Oh ! emezàn, en ur leusqel mallozou var e laer, evit an tol-mâ ho pezo amzer da zebri va fer, va mignonic ; mes me bromet deoc’h sur e paeot mad anezo, dre ar blijadur e zàn d’ho laqât da zantout. Da guenta, me fell dìn e teufe oll tud qear d’ho quelet er stad brao-se, ha goude se me a rayo un tantad mad a joa dindan va goezen evit dont d’ho parfumi evel un tam cos qiq-sall moguedet.

Misericord ! autrou Mizer, a grias an tam fripon ; pardon evit ar vech-mâ ; biqen james, m’en tou, na