Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6

mar plich ganeoc’h. Antren a rejont en ty ; mes an traou oll a voa penn evit penn, ha na alliet anavezout netra. Ar mestr eus ar gaborel-se a loje e-unan ; un den huel, treud, sec’h ha drouc-livet e voa, pehini a seblante sortial eus ar bez. Doue ra vezo amâ, eme Pêr. Allas ! eme ar pautr côs, evelse bezet grêt ; ezom bras hor be eus e venediction evit rêi deoc’h da goania, rac me brotest deoc’h ne zeus qet so qen an distera tamic bara amâ. Neus forç, eme Pêr, sepet e vezimp dindan toen, se eo qement a zeziromp. Ar gandierez, pehini a voa en em douetet mat na vije cavet netra e ty ar paour qèz Miser, a voa sortiet sioulic, hac a antreas qerqent gant un dorsen vras a vara, daou goubl brizilli poazet er sauc guenn hac ur podad guin ruz : dont a ràn, emezi, da goania ganeoc’h. Pesqet, eme Pêr ! oh ! cetu ni regalet mad meurbed. Penaus, autrou, emezi, carout a rit eta ar pesqet ? Mar o c’haràn ! emezàn ; tleout mad a dleàn o c’harout, pa zeo güir va zad a voa pesqetaer bras e Locquenole. Eürus oùn, emezi, da veza cavet un dra d’ho coût hac a ell ober plijadur deoc’h.

Bras voe an ambaras evit en em laqat ous taul, rac ne voa nicun ; ar gandierez paour a yas da guerc’hat unan. Anfin, dêbri a rejot ; hac evel n’eus qet guelloc’h sauç eguet an naoun, ar pesqet a voe cavet delicius, coulz hac ar bara hac ar güin ; ne voe nemet mestr an ty pehini na ellas qemer e lod : n’en devoa qet coaniet. Evitàn da veza cousqet mad, pa êruas ar gompagnunez-se en e dy, an avantur a zigoezas gantàn goude e lein en devoa e laqet en humor fall : evelse ive ne reas nemet disquez e affliction epad ar repas, ar pez a zigoncertas Pêr ha Paul, ha na ancounac’hajont netra evit e gonsoli.

An avantur a voa êruet gantàn, ne voa qet nemeur a dra ; mes, evel a leverer, n’en deo qet dies revina ur paour qèz. Ebars en e bors, e pelec’h ec’h allet antren facilamamt, e zoa ur vezen ber eus ar re vella, hac a four-