Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14

er c’hêriou bras ? eno sur e cafot labour ho coalc’h. Peseurt ure sot a zo deut deoc’h hirio da sonjal ennòn-me ? Amzer oc’h eus aze da sonjal en se ; ha pa zalc’hàn bremàn ac’hanoc’h dindan va lezen, nac a vad e zàn da ober d’ar bed oll, pehini a zalc’hit dindan hoc’h esclavach abaoue commançamant ar bed ! Nan, hep ur miracl, na zisqennot qet sur eus alesse.

Ar Maro, pehini na voa biscoas en em gavet e nep seurt fest, a hanavezas e voa er vezen-se un dra benac dreist-natur. Autrou Mizer, eme ar Maro, rêson oc’h eus d’am zrêti er guis-mâ, meritout a ràn ar pez a êru hirio, goude beza bet re a gomplesanç evidoc’h ; gouscoude na meus qeuz abet da guementse ; mes ive arabat eo ec’h abusfec’h eus ar pouvoar en deus roet Doue deoc’h er moment-mâ varnòn. N’en em opposit mui, me ho ped da volontez an êe. Mar tezir e sortifec’h eus ar vuez-mâ, hoc’h oll troïdellou a vezo inutil ; ho forci a rayo en despet deoc’h ; consantit hepqen ma tisqennìn deus ar vezen-mâ, pe autramant me za da laqat ar vezen da vervel ractal.

Mar grit un tol evelse, eme Mizer, me assur deoc’h var qement tra oll a zo, peguement benac e caràn va guezen gueaz, na zistagot biqen outi hep permisson Doue.

Guelet a ràn, eme ar maro, ez oun antreet hirio en un ty guel valeürus evidòn. Mes anfin, pot cos, commanç a ràn scuiza amâ ; afferaou bras ameus e pêvar c’horn ar bed : ret eo dìn o echui qent ma zayo an heaul da guzat. Ha falvezout a rafe deoc’h-u arrêti urz an natur ? Mar sortiàn-me ur vech ac’hallen, elleal, va mignon, c’houi a disfe caout qeuz.

Nan, nan, bisach ar c’horaïz, eme Mizer, nep n’en deus qet aon eus ar Maro a zo aziouc’h oll. Ho courdrous na ra mann dìn ; prest oun bepret da bartial evit ar bed-all, pa blijo gant Doue, va faqad zo grêt.

Cetu aze, eme ar Maro, santimanchou caer, ha n’em bije qet credet biqen e ranfermje un tam cos caborel un