Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13

lennìn mui netra ouzoc’h. Da c’houlen a zo re rêsonabl, eme ar Maro, evit da refusi ; rac-se, qerz buan da choas ar beren ac’h eus c’hoant da gaout, ha depech.

Mizer a yas en e bors, ar Maro ous en heuill troad ous troad, hac o veza troet ha distroet endro d’e vezen, ha sellet ous an oll brancou e pere e voa ar berennou caera : cetu aont, emezàn, an hini a choasàn ; prestit dìn, mar plich ganêc’h, ho falc’h, evit ur moment, ma tiscarìn ar beren-se. An oustill-mâ, eme ar Maro, na vez prestet da zen, ha james ur soudard mad n’en em lèz disarmi. Mes güell êo did trapout ar beren gant da zorn, rac aoun e teufe da vlouça en ur goeza ; rac se eta, pign en da vezen da-unan. Se a zo êzet dêc’h da lavarat, eme Mizer ; ha na velit-hu qet e meus poan memes o chom em za ? He bien, eme Janned he gouzoug hir, contant oun da renta did ar servich-se : mont a ràn va-unan da bignat er vezen ha da choas did ur beren gaer, pehini a gontanto ac’hanout.

Ar Maro o veza crimpet er vezen, a zestumas ar beren en devoa qement a c’hoant Mizer da gaout, mes estonet bras e voe pa falvezas dezi disqen, o veza ma voa se impossubl dezi. Selaou ta, pot cos, emezi da Vizer, en ur a distrei outàn ; lavar dìn-me un tamic petra a zinifi ar ar vezen-mâ. Penos eme Mizer, ha na velit-u qet e zeo ur vezen ber ? Hep Douet, emezi, gousout a ràn-se ; mes perac na ellàn-me qet disqen eus anezi ? A feiz, eme Mizer hoc’h affer eo. Oh ! paour qez côs, penos e credit-hu ober goap diouzon, me pehini a laqa ar bed-oll da grena ! Da betra en em exposit ? Fachet bras oùn a guementse, eme Mizer ; mes da betra en em exposit-hu, hoc’h-unan, da zont da droubli repos ur paour qeaz maleurus, na ras biscoas drouc deoc’h ? Ha n’en deo qet bras aoüalc’h ar bed antier evit exerci ho ravach hac hoc’h oll furol, hep dont en un todion evel va hini-me evit tenna e vuez digant un den na reas biscoas drouc deoc’h ? Perac na zit-hu qet da bourmen e creiz ar palesiou, hac