Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15

tenzor qer precius. Gallout a res en em vanti, pot cos, da veza ar c’henta er bed a zo bet treac’h d’ar Maro. Doue a ordren ma quittaìn ac’hanout, dre da gonsantamant, ha na deuìn biqen da quelet nemet da zeiz ar varn general, goude m’am bezo peur-achuet va labour bras, pehini a vezo destruction an oll natur humen ; en disquez a rìn dit, m’er promet ; mes hep dale mui, va lèz da zisqen, pe da viana da nijal, rac ur rouanes a zeport ac’hanon, var hed pemp cant lêo ac’hallen, hac e ranqàn partial.

Hac ellout a ràn-me credi ennout, eme Mizer ? Ha neo qet evit va goapât ha va zrompla guell aze e comzes qer brao ? Nan, m’en tou dit, eme ar Maro ; biqen n’am gueli nemet goude peurfin distruch qement tra oll a zo er bed, hac e vezo te memes a recevo an diveza taul eus va falc’h. Arrêtjou ar Maro a zo hep appel : Clêvet a res-te, pot cos ?

Ia, eme Mizer, ho clêvet a ràn, ha tleout a ràn douguen feiz d’ho comzou ; hac evit er prouvi deoc’h patantamant, e consantàn en em denfec’h el lec’h ma qerrot : libr oc’h bremâ.

Qerqent, evel ul luheden, en em strincas ar Maro a uz ar vrô, e presanç Mizer, hep na voe ganti sonch da dostât ous e dy. Ha peguement benac ma teu avichou er vrô, e tremen bepret e tal dôr Mizer hep credi goulen deus e guêlou ; qementse a zo caus en deus bepret bevet Mizer en ur baourente ar vrassa, evitàn da veza oaget bras, hac e vev bepret tranqil abaoue e qichen e vezen ber ; hac hervez promessa ar Maro, e chomo atao var an douar betec ar fin diveza eus ar bed.


FIN.

Proprieté de l’Auteur.


Morlaix, de l’Imprimerie de Lédan.