Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 24 ]

maïc e teuin d’az caout. Ar paysant a chommas, mes pell-amzer ; scuiza rê, mes an avocat a guemere e amzer rac en e blijadur a voa diouc’h taul. Evit en em disenoui, hon den en em laqas da sellet ouz an traou brao a voa er gambr. Chom a eure dirac poltret ar presidant, e traon pehini e voa ar peder lizeren-mâ : P. P. Q. P., pere a sinifie : Pierres Pochard, Qenta Presidant.

Ac’hanta, eme ar presidant, pehini en devoa carguet mad e gof, hac a erruas neuze : Ha te voar petra a sinifi ar peder lizeren-se ? E feiz autrou : Paysant paour, qemer paciantet. Ar presidant, contant eus ar respont, a guempennas affer ar paysant.

— Un devez un horistal a glêvas lavaret e voa ul lein vras en un ty evit accordi var demezi ar verc’h. E gôf a voa qer goullo hac un tambourin, hac e sònjas trapout e lein marc’had mad. Bonjour, emezàn, en eur antreal en ty. Clevet emeus lavaret e temezit ar verc’h, hac e roit dezi daou vil scoët. Ur broposition ameus da ober dec’h hac ho laqai da c’hounit mil ; mes un nebeudic amzer a rancàn da gaout evit e explica. — Ma ! eme an tad, azezit ouz taul hac e leinfomp assambles da c’hortos se. — Emâ na c’houlenne qet güelloc’h, hac a zebras evel pêvar.

Pa voe leinet, e c’halvas ar mestr a gostez, hac e lavaras dezàn : — Va mignon, daou vil scoët a roit gant ho merc’h ; roit-hi dìn-me, hac en em gontantin gant mil scoët ; evelse e chommo ar mil all ganêc’h.