R. Avanç en oad.
G. Petra a vel ur born a vuioc'h eguet an hini en deus e zaou lagad ?
R. Eleal, ar born a vel daou lagad da un all, el lec’h emâ gant e zaou lagad na vel nemet unan d’ar born.
— Eur c’higuer pehini a zougue atao lunedou var e fri, rac bêr-velet en devoa, o veza collet anezo, a guemeras re all, eus a bere ar güer a vrassae calz an traou, ar pez a reas dezàn prena tri lüe evit tri eugen.
— Evit caout ar c’horaïz bêr, e zeo ret caout ur baeamant da ober da Basq.
— Un autrou en devoa ur bern attret etal e dy, hac a lavaras d’e zomistiq ober un toul evit o laqat. — Mes, autrou, eme emâ, pelec’h e laqin-me an douar a dennin ? Imbicil, eme an autrou, gra un toul qer bras, ma ello tout antren ennàn.
— Un devez ec’h ejot da lavaret d’un autrou e voa crog an tân en e dy. — Qerzit, emezàn, da lavaret se [d’am] greg ; me n’en em emellan qet demeus an tieguez.
— Ur mevier bras, prest da vervel, a lavaras da ur mignon rei dezàn ur banne dour, rac felvezout a ra dìn, emezan, en em reconcilia gant va adversour.
— Ur goapaer fall a rancontras ur vreg a voa var guein un azen : bonjour, emezàn, mam an azen : bonjour, va buguel, eme an hini gos.
— Ur paysant a yas da gonsulti un avocat, pehini a lavaras dezàn : Va mignon, chom aze ur pennadic ; bre-