Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 22 ]


G. En cant goele goarnisset, pet oreiller a vanca ?

R. Nicun, rac na ellont beza goarnisset hep oreiller.

G. Piou en deus e gôf adrén ?

R. Gar an den.

G. Petra a so guelet beo, a so bet guelet maro, hac a so bet guelet beo goude e varo ?

R. Ur c’houlaouen, pehini a lazer hac a alumer.

G. Pehini eo ar men preciussa ha necessera ?

R. Ar men mêlin.

G. Petra a so gollo en nos, ha leun en deiz ?

R. Eur boutou.

G. Me ameus ho quelet e pelec'h ne zoc’h bet biscoas na ne yéloc’h, na ne ellit beza ; lavarit d’in pelec’h ?

R. En eur mellezour.

G. Daouzec lapous a voa var ur branc ; tenna a ris varne , hac e lazis unan : pet a chommas ?

R. Nicun , rac ar re-all a nijas qüit.

G. Mar teuont, ne deuint qet ; ma na deuont qet, e teuint.

R. Ur goas a had piz, hac a lavar : mar teu an dubeet, ar piz na deuint qet ; ma na deu qet an dubeet, ar piz a deuyo.

G. Peseurt differanç so etre ur barner hac ur bazen ?

R. Eleal, ur barner a ra sevel an dorn, hac ar bazen a laqa sevel an troad.

G. Petra a reomp oll er memes amzer, paour ha, pinvidic, côs ha yaouanq ?