Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 21 ]


G. Perac un den bian a so colerussoc’h eguet un den bras ?

R. Abalamour ma zeo tostoc’h e galon diouz e vestl.

G. Pehini eo al loën an hénvela ouz ur c’haz ?

R. Ur gazes.

G. Petra eo an diou galeta tra so er bed ?

R. Calon un avaricius ha penn ur vaouez.

G. Perac en em asten an eugenet ?

R. Abalamour na ellont qet azeza.

G. Petra a so guenn evel an erc’h, glas evel prat, douç evel lèz, c’hoero evel husuill, caled evel coad, ha boug evel aval ?

R. Ur graouen glas.

G. Piou en deus dent houarn, hac en eur debri a gri atao, hac a grog alies er re a ro dezàn da zebri ?

R. Un esqen.

G. Petra eo en em goulonter dre e benn d’an nec’h hac en em garg dre er benn d’an traon ?

R. Ur punç.

G. Piou eo an dud a garfe beza born ?

R. An dud so dall.

G. Piou eo a ya hac a deu, ha na chanch james a blaç.

R. Un nôr.

G. Piou eo ar re a c’hano er bloa-mâ diou vech, gant treid griffou, baro plun, ha guinou corn ?

R. Ar yer