Trugareqêt e voe, hac er pedjot da sortial dre belec’h ar vaçonnerien n’o devoa qet laqet a vein !
— Ur pautr saout en em gêmas d’e vestr, pehini a voa avaricius meurbet, ne roe ar mevel bras dezàn bemnos evit e goan, netnet un tam bara hac ur batatezen. Galvet e voe ar mevel bras, hac ar mestr en ur goler derrubl, al avaras dezàn : — Fenos, canfard, ha güir eo na roes bemdez d’ar potric qez-mâ evit e goan nemet un tam bara hac ur batatezen ? — Ia sur, va mestr, eme ar mevel. — Eh bien ! eme ar mestr, dre ma fell dìn e ve bevet mad ar potric-mâ , na vanqit qet hivisiqen da rei dezàn bemnos evit e goan… ur penn-oignon hac ur batatezen.
— Un ozac’h a voa eat en qær da gonsulti un avocat, hanvet an A. Ebeul ; mes dre na vouie qet e hano, nemet hini ar ru e pehini e chomme, e c’houlennas gant ur bourc’his pelec’h e voa ty an A. Marc’h. Ar bourc’his a respontas dezàn ne voa den er ru deus an hano-se ; mes penos e voa dirac ty an A. Ebeul, avocat. Justamant, eme an ozac’h, se eo ; mes dre n’en doa qet deut d’e gaout abaoue pemp bloas, en deus bet amzer avoalc’h da zont da veza marc’h deus a ebeul e voa.
— Un hostises a voa o verza gist en eur pardon, hac a grie var boes penn : D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! C’hoec’h goennec ar voutaill, c’hoec’h goeunec ar voutaill !… Ur farcer fall a voa en tu all eus an danten,