Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 15 ]


R. Abalamour ar c’hlebor en en sqign en ear, ouz en em introdui ivez e bleo an anevaled-se, a ra lec’h da galz a vouvamanchou a ra un drebron pebini a fell d’ar c’hicher laqat tremen, ouz en em grafa. An dud a sant eur seurt effet er memes cas ; a bleo a zigas ivez debron dezo.

G. Perac ec’h aparis an ên glas deomp ?

R. Abalamour an ear a garg ar bed, e deveus ar pouvoar da lonca an oll sæsiou, sepet ar glas pehini a gonserv.

G. Perac, pa seller en dour, e veler ar penn d’an traon ?

R. Abalamour gore an dour a dle beza atao en distanç ingal ouz ar c’horf a bresanter dezàn ; evelse, p’en em seller en dour, dre ma zeo an treid an tosta, e zint merqet da guenta ; ar penn, er c’hontrol, o veza ar pella, a vezo merqet en un distanç ingal eus ar gore hac a baris pelloc’h eguet an treid.

G. Perac e veler avichou ur ganeveden, pe e ra glao, pe ne ra qet ?

R. Abalamour ar ganavedennou en em form dre digomposition sæziou sclêrius an dacadennou glao. Ar burzudou-se na observer nemet pa en em guever placet etre an eol hac an oabren var behini ar ganeveden en em dessin.

G. Perac ar c’hoat brein a baris sclêr en devaligen ?