Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 16 ]


R. Abalamour ar c’hoat-se en deveus ar vertus d’en em intra, evit el lavaret, demeus an effet sclêrigennus, pehini en em sqign en devaligen.

G. Perac ar c’hicher a voel goelloc’h eguet an anevalet all en devaligen ?

R. Abalamour mab o lagad o veza goal ledan, e recevont epad an nos calz muioc’h a saeziou eguet ar re-all, ar gaouen hac an oil lapousset nos a so er memes cas.

G. Perac al loar, pehini so biannoc’h eguet ur stereden, a seblant deomp calz brassoc’h ?

R. Abalamour al loar o veza tostoc’h deomp, en em bresant d’hon daoulagad dindan ur feçon digorroc’h : ar figuren a verq var fonç al lagad a so eta brassoc’h eguet hini ar stered.

G. Perac an Eol hac al Loar a seblant deomp brassoc’h pa savont pe pa guzont, eguet pa zint savet a us deomp ?

R. Abalamour ar saeziou a deu deomp deus an astrou-se, o treuzi adreussoc’h hon ear, en em sqign un nebeut er vorennou a so a dost d’an douar.

G. Perac eus a fonç ur punç e veler ar stered e creiz an deiz ?

R. Abalamour e fonç ur punç sqeud ar stered a so crénvoc’h eguet hini sclerigen an eol ; rac sæziou ar stered a goez eon var an doulagad , hep beza bet feptêt gant nep sæzen all ; sæziou an eol, er c’hontrel, o veza