Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 14 ]


R. Abalamour stardadur an ear o veza nebeutoc’h crén en andrejou huel, an domder en em sil en dour a domer en deus muioc’h a facilite evit diblaci al lodennouigou eus an dour.

G. Perac an dour pur a anlev nebeutoc’h an tarchou, eguet an dour lijou ?

R. Abalamour er güelc’hadur, ear beoec an dour en em stag ouz ar mezer hac a deuz ur c’houch scànv e pehini en em gav an tarchou ; an operation a so primoc’h mar cresqer nerz an dour, hac e zeo ar pez a êru pa laqer ludu da vervi pe pa deuzer pe saon pe ar suc eus al ludu.

G. Perac e veler er gouân ur vogueden o sortial deus ar fri pe deus ar guinou ?

R. Abalamour ar voreden a chasse gant an halan en em gav er gouân ractal sesiet ha stardet dre ar yenien ; da lavaret eo, penos an domder a zalc’h ar vorennou en teuz o tremen en ear yen evit en em laqat ingal pe en em sqigna er memes tra dre oll, lodennouigou moren en em dosta, hac o tont da veza brassoc’h, en em disquezont ; qementse n’en deus lec’h, en hân, nemet diouz ar mintin, pa zeo remercabl frescadurez an ear, mes en creiz an deiz, an domder, elec’h achappi diouz ar voren a behini e comzomp, en em multipli er c’hontrol hac o digas c’hoas davantach ; evelse ive e zint oll invisibl.

G. Perac e frot ar c’hicher o diouscouarn gant o fao, pa dle ober glao ?