Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 13 ]


R. Abalamour al lard a so nebeutoc’h stard eguet ar c’hig, ha dre se scànvoc’h.

G. Perac ar rivierou o deus o sourcennou e traòn ar meneziou ?

R. Abalamour ar meneziou, dre o hueldet, a denn dezo ar goabrou, a bresant muioc’h a blaç d’ar glao ha d’ar vrumennou, hac e zint a hend all goloet a erc’h a deuz a nebeut, hac a brodu diredadou cuntinuel. An diredadou-se a dreant en calon an douar, a sil adreus d’ar reyer, hac a achap e traon ar meneziou.

G. Perac e teu an dour sac’h d’en em gorrompi ?

R. Abalamour deillou, plant ha traou all en em dastum enni, poulset gant an avel, pe treinet gant ar glaoerier, hac en em digompos; an amprevanet a dol o viou, pere a deu souden da c’hôvi, hac a brodu un niver bras a brénvet, pere, goude o maro, a zoug ar breinadur.

G. Perac en em burifi an dour red ?

R. Abalamour ar mouvamant o deus en o red, a laqa hep cess an ear da antren en o lodennouigou, hac a ampech ar goydiguez ; dissolvi ha morenna a reont an oll matierou breinus hac ar principou a gorruption a deu dezo demeus an douar ; leusqel a reont var ar bordou, dre effet o boujamant, ar sustauçou na ellont qet da zizober.

G. Perac e zeo ret caout nebeutoc’h a dân var ur menez evit laqat an dour da vervi, eguet var ur blenen ?