Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 12 ]

ha nebeut er voutaill, hac e sicour an dour da sortial.

G. Perac, mu scuiller dour en ur gobelet, ha mar scuiller neuze güin goustadic var un tamic scàn a vara, placet er gobelet, ar güin en em dalc’h var an dour, hep en em vesca gant an dour ?

R. Abalamour ar güin a so un nebeudic scànvoc’h eguet an dour. Ober a rer se memes hep bara. Avoalc’h eo scuilla ar güin a dacadennou ha gant eves. Dabord e veler ar beradennou o vont d’ar fonc hac o pignat qerqent var gorre.

G. Perac, pa vesqer güin gant dour, ha pa blonjer neuze enne beg ul lizieren, pe un tam mezer trempet er güin, ha a ve placet ar beg all en ur vessel gollo, perac en em separ ar güin diouz an dour ?

R. Abalamour ar güin en deus muioc’h a affinite, da lavaret eo, en em unan guelloc’h gant ar güin eguet gant an dour ; en em denna ra eta etrezec an andrejou güinec eus ar mezer, pehini ouz en em gaout souden re c’hleb, a les cueza er vessel gollo ar pez en deus a re.

G. Perac un tam houarn hac un tam coad deus ar memes vent, n’o deus-int qet ar memes poes ?

R. Abalamour an toullouigou meurbet bian en em gav er c’hoad a ro ur golonterez brassoc’h eguet an houarn. An houarn a so c’hoecoc’h eguet ar c’hoat.

G. Perac un den lard a neuz ezetoc’h eguet un den treud ?