sqignont neuze e peb lodennic eus an dour.
G. Perac, pa blonger e fonç ar mor, dre sicour ur poes, ur voutaill gollo ha stoufet mad, en em garg ar voutaill-se a zour e nebeut amzer ?
R. Abalamour ar voutaill, dre forç da zisqen, a so en em gavet en coucbou dour qer ponner, ha dre effet ar stardidiguez, certen lodennou holen munut bras o deveus en em grêt ur passach adreus dre ar voutaill, hac a so antreet enni, gant lodennouigou dour.
G. Perac eo sall an dour môr ?
R. Abalamour ma talc’h en teuz lodennouigou holen a denn deus an ear, ha marteze ive demeus a ur min benac en em gav e fonç ar mor ; mesqet eo demeus a vatieriou (soufrec) pere a ro dezi un c’hoervder disuportabl ; ranfermi a ra ive sustancou anevalet pere a broven eus a digomposition ar c’horfou, hac a vrein bemdez en e c’hreiz.
G. Perac an dour glao, pehini a broven gouscoude eus a voren ar mor, a so douç ?
R. Abalamour an dour môr o scvel en moren a abandon an holen eus a behini eo mesqet, ha generalamant an oll matieriou pouner na ellont qet en em sevel evelti.
G. Perac, pa c’houlonterer ur voutaill leun a zour, an dour a sorti d’abord difficilamant ?
R. Abalamour an ear exterior a ra dabord ampechamant da ziver an dour ; mes qerqent ec’h antre nebeut