men, ouz en era gaout goal yenrtet, ar banac’houigou glao en em scorn qerqent, hac a c’holo evelse brench ar gouez, ar plant sec’h, bleo ha baro ar beacherien, etc.
G. Perac carosennou güer ar prenestou en em c’holo a reo-guenn er gouan ?
R. Abalamour an ear interior, pehini a so tom ha carguet a voren en em doug diouz ar garosennou, hac e coll neuze e domder, ec’h abandon er memes amzer an humidite a zalc’he en dissolvanç ; ar voredennou-se en em stard, en em arrêt diouz ar güer, ha mar teu ar yenien exterior da veza re lem, en em chenchont en scorn.
G. Perac an oll gounabrennou na savont-int qet er memes hueldet en ear ?
R. Abalamour, mar deo clarifiet ar vorennou eus a bere en em formont, e parvenont da un hueldet vras aroc en era starda en gounabrennou ; er c’hontrol, ar voguedennou ar grossiera, o veza pounneroc’h, en em stard qentoc’h hac a flot en ur c’hevren izelloc’h.
G. Perac ar gounabrennou a brodu glao ?
R. Abalamour ar banac’houigou dour a gompos anezo, o tont d’en em unani, a form banac’hou re bonner evit ma elfe an ear o souten ; neuze e coezont var an douar traïnet dre o foez o-unan.
G. Perac e comzer eus a c’hlao goad, souffr, tàn, etc. ?