Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 8 ]


R. Abalamour ar bobl ignorant a guemer, hep examina evel goad, souffr, etc., ar pez a so control da se. Tad savant o deus prouvet penos ar signou-se a broven demeus a ur seurt poultr plant anlevet ganl an avel ha tolet avichou pell bras. Evit ar glao tan, beza e zint certenoc’h, nies cita a rêr nebeut a exemplou.

G. Perac ar glao a burifi an ear ?

R. Abalamour ma tiscar ar voguedennou a sorti ouz an douar, pere en em dastum en ear epad deveziou a sec’hor. A hend all, ar glao a fresca an ear, rac al lec’h eus a behini e coez ar glao a so atao yennoc’h eguet al lec’hiou a so tost d’an douar.

G. Perac e coez grizill e creiz an hân.

R. Abalamour ar vorennou o veza meurbet distrizet dre an domder, a bign huel bras, e pelec’h ar yenien o c’hemer hac o rent dabord en tacadennou dour, ha neuze en scorn.

G. Perac ar grizill a so avichou qer bras evel ur graouen pe ur vi ?

R. Abalamour ma teu meur a c’hreunen d’en em unani assambles en eur goeza, pe autramant pa o deveus recevet un degre a yender avoalc’h, e scornont an oll beradouigou dour a douchont en eur goeza, hac e teuont neuze da veza evel un dastum demeus a veur a gouch scorn, dre se eo e zeo ar grizill bras atao goal begueg.

G. Perac na glêvomp-ni nemet ur vech hepqen