Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 6 ]

deiz, seziet dre frescadurez an nôs. en em stard hac a goez dre effet e boesder ; en em staga ra ouz qement tra a so exposet d’an ear libr : se eo ar pez a c’halver ar glizen.

G. Perac na remerqer qet a c’hlizen, peguement benac e vez bet an nôs caer bras, pa vez bet avel bras ?

R. Abalamour action an avel a zissip ar vorennou, hac a ampech o stardidiguez.

G. Perac ar yeot en em c’holo avichou a damouigou scorn guenn epad an nosveziou caer ?

R. Abalamour yender an nôs o sesissa ar banac’hou glizen, pa vez an ên pur bras, ar banac’hou-se en em gonvertis en tamou scorn, pere a hanver reo-guenn.

G. Perac e ra brumen ?

R. Abalamour ar vorennou hac ar voguedennou pere a so en em savet eus an douar, stardet dre ar yenien, ha re bonner evit en em delc’hel re huel en ear, a chom neuze izelloc’h, e pelec’h ec’h alteront transparanç an ear, hac a goez a lodennou en glao munudic.

G. Perac en em dissip ar vrumen ?

R. Abalamour elvennou an eol a dreant anezan, en sqign dre effet o zomder, ouz en renta scanvoc’h, en angach d’en em sevel e form a goumoul, pe en dismant antieramant.

G. Perac e veler réo-guenn pa frim ?

R. Abalamour an objedou da bere en em stag ar vru-