Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 5 ]

an empen. Ret eo, evit o c’helvel d’ar vuez, essât retablissa troydelladur ar goad dre un domder moderet, dre frotteres, dre implich liqeuriou crén, ret eo c’hoeza, gant ar guenou, en o frounellou, hac en o gueuou memes, ha dreist oll, o zelc’hel astennet en eur situation naturel.

G. Perac, en eur c’hao leun a vïn en goïdiguez, ur c’houlaouen na ell qet chom alumet ?

R. Abalamour ar vorennou pere a achap eus ar güin neuze, hac a ramplaç an ear, ne dint qet a natur na da antreteni nac an tân nac ar vuez ; rac un den pehini a blantle e fri e toul bond ur variqen vïn e goïdiguez evit rufla ar voren, a güesfe reud maro, evel scòet gant ar gurun. Guelet e zeus meur a exempl.

G. Perac, pa bourmener var ar meaz epad nosveziou caer an nevez-amzer hac an discar-amzer, an dillat en em c’holo a c’hlebor ?

R. Abalamour tomder an deiz a sav e morennou, moguedennou, pere, ouz en em yena, adalec ma en deveus achuet action an eol, en em stard hac a goez a nevez en glao meurbet fin : se eo ar pez a c’halver ar gouzien.

G. Perac ar plant hac an deillou a so goloet a vanac’hou dour goude un nosvez gaer a amzer nevez pe a ziscar-amzer ?

R. Abalamour ar voren a so en em savet epad an