e pehini e chenche an dour e guïn deiz goüel S. Martin, d’an tol a anter-nôs, etc. — Qementse n’en deo qet estonus, rac lavarat a rêr penos, bremâ diveza e zeus bet tud speredus aoüalc’h evit daoulina dirac ur Golen !
G. Ha beza e zeus un dra gurius benac da velet en Breiz ?
R. Evel an oll vroyou all, Breiz e deus ivez meur a dra gurius da velet. Aroc 1806 e velet Tour caer ar Vur e Montroulez ; güelet a rear Tour S. Vaze, unan eus ar c’haera burzud a Vreiz ; ar Pors-môr hac ar rivierou ; grêt oll e mein beneres, ar pez na veler qet er guæriou vrassa memes. — Pebes dommach ne zeus qet a blommennou evit fournissa dour da guêris ! Istre ma ve se un ornamant, e vez ivez eus ar brassa utilite.
E Castel-Paul e veler Tour caer Creiz-kær, ur pez an hardissa ; en ilis cathedral emedi Bolz superb an autrou Visdelou.
Tost da Bont-Aven ez eus ur roc’hel vras hac a ell un den hepqen da laqat da vouja.
G. Comzit dìn ivez deus Brest.
R. Beza e zeo, hep douetanç, ar c’haera pors-môr eus a Franç, hac ec’h eller, hep ober brouderez, assuri ar c’henta eus ar bed oll, dre an antre estonapl eus ar Rad, herves rapport an autrou C… a V[1]. Mes na ellàn qet nombri amâ an traou burzudus a veler er guær-se nac en Breiz : re am bez calz da scrifa.
Goechal, peb den nevez demezet, a voa obliget da
- ↑ an autrou Cornic, a Vontroulez (Notenn gant Wikimammenn)