zaillad er môr an deiz qenta ar bloas. Nac a intanvezet, ma n’o devije qet gouezet o goazet qez neûn !
G. Petra a veler a derrubl vardro enez Sizun ?
R. Beg ar Raz ; ne zeus netra muioc’h spontus eguet ar passach horrubl-se ; evelse, ar vartolodet gueiz, ous en tremen, a lavar :
Va Doue, va zicourit da basseal ar Ras,
Rac va lestr a so bian, hac ar môr a so bras.
An nep na zent qet ouc’h ar stur,
Ouc’h ar garrec a ra sur.
Biscoas den na dremenas ar Ras,
N’en devije aoun pe glaz.
G. Petra a leverot eus ar guær gôs a Is ?
R. Ar guær gaer-se a lavaret a voa er memes plaç e pelec’h e mâ bremâ Douarnenez, herves Pieres Baud, hac an historianet all ancien eus a Vreiz, hac a zupposer beza bet submerjet var dro fin ar bevarvet canvet, da lavaret eo, bremâ e zeus ouspen pemzec cant vloas. Goelet a rêr c’hoas cos mogueriou, pa vez izel ar mor.
Lavarat a rêr :
Abaoue ma zeo beuzet ar guær a Is,
Ne zeus qet cavet par da Baris.
G. Petra velet goechal a gurius e Qemper ?
R. Bep bloas, deiz gouel Santez Cecila, da ziv heur goude lein, e pignet er garidou a so aziouc’h an dôr dâl, e pelec’h e voa statu men ar roue Gralon var varc’h, etre daou dour ilis S. Caourintin. Eno e vije canet var