Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 46 ]

Pantegot e placet ur Rondachen, var behini e voa ul lapoussic coat, hanvet Papegot.

Neuze ar Mêr, o veza grêt laqat pep trâ en urz, a c’halve ar chevalierien, pere hepqen o devoa droat da denna. Eno neuze, pepini en e renq, armet eus e fusuil, a zeporte an urzou. Qerqent ar Mêr a rê sin d’ar c’henta chevalier da denna ; ha pepini, herves e renq, a glasqe tapout al lapous. P’an devoa ur chevalier ar boneur da ziscar ar Papegot, e save neuze eno ur c’hri a joa, hac e vije proclamet Roue ar Papegot. Ractal e tiredet en kær, en ur grial a bouez penn : hen-a-hen en deus discaret ar Papegot. Diouc’h-tu e vije loget ur variqen vin e ty ar Roue. Ar Mêr, a gostez dezàn Roue ar Papegot, cheffou kær, hac ur bobl immanç, en em rente en Ilis ar Vur, e pelec’h e vije canet un oferen solanel, hac e vije roet neuze mil livr en arc’hant da Roue ar Papegot, pehini ivez d’e dro, a roe ur repas caer.

G. Peseurt marvaillou a gontet goechal e Montroulez ?

R. Comz a rêt eus a Deuz ar Pouliet, eus a Gariguel an Ancou, eus ar Ganneres-Nôs, eus a Bot e voutou coad, eus ar Buguel-Nôs, eus ar Gornandonet, pere a voa dindan ar C’hastel, o conta o aour hac o arc’hant, ha demeus a draoüigou brao evelse, pere a rê aoun d’ar vugale, hac avichou ivez d’ar re vras. Beza e voa c’hoas, ur brinces e feuntenn Campr-al-Livet, hac un all e feunteun Sant-Nicolas, pere a deue en o frennestrou d’an tol a greiz-de. Adrec forn St.-Martin e zeus ivez ur feunteun