Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 45 ]


R. Mari Stuart, rouanez Scoç, brudet bras dre he c’haerdet, he speret hac he maleuriou. Diambarqi a eure e Montroulez, er bloa 1548, en eur vont da Baris evit demezi da vab ar roue a Franç. An Autrou Rohan, e penn an noblanç, a recevas anezi o sortial eus ar vatimant. Goude an Te Deum canet en ilis ar Vur, e yas da gouent S. Dominiq, e pelec’h e voa ar pales ; mes o tremen dre Vanel ar Prison, etal ar C’hoc’hi, ar pont a grevas dindan poez ar gavailliri. Ar Scoçsis en em laqas neuze da grial trahison, trahison ; mes an Autrou a Rohan, pehini a valee tost da litier ar Rouanez, a brononças a boez penn ar c’homzou-mâ : Biscoas Breton na eure trahison. Epad an daou devez a dremenas ar Rouanez e Montroulez, e voe lamet dorojou kær deus o flaç. — Piou en devije credet neuze e rancje un deiz ar Brinces gaer-se, goude beza bet ranfermet nontec vloas er prison, dont da goll he buez var ur chaffot ! Ah ! bepret e vezo clêmet Mari ; mes ar jalouses ha tyrantes Elisabeth a vezo da james execret.

G. Petra a velet a vrao goechal e Montroulez ?

R. Goüel ar Papegol. Epad mis Mae en em rassamble kæris er C’hastel, pehini na voa qet ranfermet neuze evel bremâ, hac e velet eno ar Mêr hac oll pennou kær, ar vourc’hisien, paour ha pinvidic, hac tout o famill, ar varc’hadourezet froües anfin, evel en ur pardon. Ar botret a vije recevet chevallierien d’an oad a seiz vloas, mes na dennent nemet da drivac’h. E beg Torossen