Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 44 ]

cris ha qen horrubl, gant ur gourach ar vrassa.

Louis xviii en deus laqet sevel statu Janned d’Arc en Orleanç, — An Autrou p*******[1], Breton, a reas d’e regimant arrêti dirac ar Statu-se, hac e qemeras an drapeau evit he saludi dre deir goech.

2. Ur guær o veza bet qemeret dre assaut, ar general adversour, aroc lezel commanç ar pillach, a bermettas d’ar graguez anlevi ar pez o devoa a breciussa, ha sortial a guær. Souden e voê güelet greg commandant kær o sortial, gant he goas var he diouscoas, hac ar graguez all ous e heuill er memes fêçon. Ar general adversour, carguet a admiration evit un action qen caer, a zifennas d’e arme coumetti nep dizurz.

3. Er bloa 1522, ar Sauzon o veza qemeret Montroulez dre drahison, a bille hac a laze an habitantet. Ur plac’h a gambr eus ar Ru-Vras, o veza güelet oll tud he zy tec’het qüit, a zastumas merc’het all deus ar memes ru en he zy ; hac o veza digoret scoutill ar c’hao, pehini a voa doun bras ha leun a zour, e lezas an nor vras anter-digor, en hevelep fêçon, dre ma antree ar Sauzon a vanden, e coezen er c’hao an eil var eguile, en nombr a ouspen pêvar-uguent, e pelec’h e voent beuzet. Anfin, an ty a voe forcet, hac ar plac’h generus-mâ, pehini a voa en em dennet er c’halatres gant he c’hamaradeset, a voe poursuet gant ar Sauzon, ha stlapet dre ar prennestr var ar pave. Pebes dommach neo qet bet conservet e hano !

G. Peseurt Rouanez so bet goechal e Montroulez ?

  1. Penguern (Notenn gant Wikimammenn)