Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 34 ]

Ar chevalier breizad o zelaouas gant ur guïr despet, hac a brometas dezo justiç prompt. Mont a eure ractal da Bloermel, hac e reprochas da Vembro, ar Gouarner Sauz, gant calz a zouçter, an dizurzou a goumette e zoudardet, hac e nebeut a respet evit e gomz. Ar Sauz a respontas gant un insolanç pehini a choqas ar Marichal, ha goude un disput bras etrezo, Beaumanoir a broposas da Vembro ur gombat a drêgont Breton a enep trêgont Sauz, ar pez a voe acceptet ractal.

Qerqent evel m’en devoe roet da anavezout da c’harnison Josselin an defi en devoa roet da Vembro, an noblanç oll eus a drouplou Beaumanoir a reqetas caout an enor d’e zicour en un action qen glorius evit ar vambro : ne voe ambarrarset nemet var ar choas. Bembro, er c’hontrol, na ellas qet caout etouez e re an nombr a drêgont. Anfin, gant calz a boan e testumas anezo a bep tu. Plaç ar gombat a voe choaset tost da ur vezen dêro hanvet Dêroen an anter-hent, rac er memes distanç e voa da Josselin ha da Bloërmel. Un nombr bras a dud en em gavas var al lec’h, evit güelet ar gombat.

Aroc commanç, Bembro, pehini en devoa qeuz a lavaras da Veaumanoir e zoa en em angaget re scànvic en ur seurt affer, hac e crede e voa goelloc’h gortos consantamant o rouane, qent sqêi taul. Mes ar Vretonet, impatiant d’en em vusuri ous ar falserïen, a grias oll assambles penos ne voant qet deut da blaç ar gombat evit retorn hep gouzout piou diouto pe diouz ar Sauzon