Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 33 ]

avichou trec’hourien, avichou esclavourien.

Eus ar bloa 402 da 406 ar Breizis-Arvoric a sonjas anfin beza mestrou en o brô, hac e chassejont ar cheffou Romen. Ar Breizis a hanvas hac a hanavezas evit Roue Conan Meriadec Prinç a Albani, commandant trouplou Breiz, pehini a voa bet hanvet Duc an Arvoric dre urz Maximin an tyrant. Conan, den vaillant ha prudant, goude beza trec’het oll adversourien Breiz, a deuas da veza fondator Rouantelez Breiz, ha Roazon a voe ar guær Capital.

G. Goude beza grêt demp anavezout hon zourcen, comzit dìn bremâ eus a un action gaer benac eus a Vreizis.

R. Re am bez da lavarat rac a bep amzer Breizis a so bet potret vad. Cesar a vouie se erfat. Mes mont a ràn da recita deoc’h un action, hac a servicho da sqüer evit oll fejou va broïs.

Er bêvarzecvet canvet, epad ur brezel hir e devoa lec’h en Breiz, Charles de Blois, ha Yan IV, comt a Vontfort, en em dispute var succession hor bro. Charles de Blois a voa sicouret gant trouplou roue Franç, ha Yan a Vontfort en devoa galvet d’e sicour un nombr infinit a zoudardet roue Bro-Sauz, a bere en devoa goloet Breiz.

Epad un nebeudic amzer a beoc’h, pa sonjet beza tranqil, ar Sauzon na rent nemet pilla ar vro. Calz a baysantet a deuas d’en em glêm d’ar Marichal a Franç Beaumanoir, pehini a gommande ar Vretonet e Josselin.