dìn hanavezout ive hini va brô.
R. Ar zourcen eus a bobl Breiz en em goll, evel hini an darn-vuia eus ar bobliou all, en devalijen an amzer gôs. Un autor ancien (Parthenius) a assur deomp penos, er bloa 3100 eus a greation ar bed, ar Gallaouet a voa gouarnet gant ur roue hanvet Britannus, pehini a voe bisitet gant Hercul, pa dremenas er vrô evit mont d’ar Spagn da gombati Gerion ; ha penos an haros bras-se, o veza roet e galon ha plijet d’ar brinces Celtina, homàn e devoe ur mab dioutàn, hanvet Celtes. Un historian all (Diodor) a lavar e devoe daou vuguel ; Celtes ha Galathes, demeus a bere e zeo deut an hanoyou a Breizis, Celtiqet, ha Gallaouet.
Cheffou ar Religion ancien, en Breiz, a hanvet Druset. Ar ceremoniou devot a vije grêt e fonç ur forest vras. Ur men a serviche da auter, hac ur vezen dêro da dapisseri. An antêramanchou a vije grêt gant calz a vagnifiçanç. Dêvi a rêt corf an den maro, ha gantàn ar pez en devoa a breciussa, e armou, e guezec, e esclavourien, avichou memes e guerent a falveze dezo beza dévet gantàn.
Er fêçon-se e voa ar stat civil, religius ha moral a Vreiz, qent mac’homeres ar Romanet.
Qerqent Cesar a apparis e brô C’hall, hac ar religion, al liberte, hac an institutionou a so distrujet. Mes ur pennad goude, forcet da drêi e armou a enep broyou all, ar Breizis a guemer o re, hac e zint trec’h d’o adversourien. Nombr bras a vloaveziou e zint bet en brezel,