Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 31 ]

Ractal e voe hanvet Roue bian, en gallec Roitelet, ha dre gorruption neuze e voe hânvet Laouenan. Alies eo gouelloc’h an ingin eguet an nerz.

G. Ha gouir eo e verzer ar Groaguez ?

R. Ia, goechal, en Bro-Sauz, p’en devije un ozac’h c’hoant da guittât e vreg, e vijent cunduet o daou d’ar marchat, ur gorden en dro d’o gouzouc ; eno neuze un hucher a laqe ar vreg en goerz, hac an hini a laqe ar muia en devije anezi. Epad qementse, an ozac’h a vije ornet e benn eus a guerniel.

G. Pet Roue a so bet en Franç ?

R. Dec ha tri-uguent, en ur gonta Charles X, pehini a ren bremâ.

G. Petra a lavarit-u deus ar Vaccin ?

R. Ar Vaccin a so un donêson ar gaera digant Doue, rac goechall e vije rentet dall calz a vugale gant ar vrec’h, hac e varve un nombr immanç gant ar vocen-se ; mes ar vaccin a oppos ur seurt horreuriou, ha, dre c’hraç Doue, na velomp mui a vugale o tont da veza ar victim eus ur c’hlénvet qen terrubl. — Evit ar bloa, ur vreg a guær Marseill, e devoa pemp buguel ; conseillet e voe da laqat o vaccina ; mes hi a refusas crenn. Ur mis goude ar vrec’h a grogas enno, hac e varvjont o femp, Pebes glac’har evit ar vam desolet-se ! Ar valeuruses a gollas he speret, dre an nerz eus he c’hlac’har, ha souden e varvas. Esperomp e tistrujo ar Vaccin grizien ar vrec’h.

G. Goude beza comzet din eus ar vroyou all, grit