Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 35 ]

en devoa ar gaera mestres ; ha memes, en em denna hep combati, a vije en em laqat goapât hac en em dishenori dirac ar guenvroïs. — Hoc’h obstination, eme Bembro, a za da laqat Breiz oll e caon, ha na ramplaço biqen an dud vaillant eus a bere e za da veza privet. — Falvezout a ra calz da ze, eme Beaumanoir, ar gourach o luguerni en e zaoulagad ; rac na zit qet da sonjal em bez amâ ganén ar vaillanta eus a chevalierien Breiz : ne domp nemet ar re nebeuta. An autrone a Laval, a Rochefort, a Loheac ne maint qet ganeomp ; mes ar brezellerien am accompagnuneca, a so aoüalc’h hepqen evit ho trec’hi.

Neuze e voe roet ar signal, hac ar gombaterien renget var diou renq, e faç an eil d’eguile, a saillas gant fulor var o adversourien. Dabord, an avantach a seblante beza evit ar Sauzon. Ar Vretonet a gollas Geoffroi de Mellon ha Geoffroi Poulart, o daou ecuierien, pere a voe lazet a dolliou lanç, ar chevalierien Yoen Charruel, Caro de Bodegat, hac an ecuier Tristan de Pestivien a voe discaret a dolliou morzol, ha grêt prisonnerien dre Bembro. Goude calz a effortchou, en pere e tisputet ar victor gant ur boan vras, hac o veza scuis meurbet hac accablet gant an domder, en em separjot a bep costez evit qemer halan hac en em refresqi ur moment.

Beaumanoir, o velet e zoudardet diminuet dre ar c’holl a bemp eus e re, a erbedas ar re-all da redoubli a effortchou. Neuze an ecuier Geoffroi de la Roche, o veza

3