Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 21 ]

honest er vrô. Oll e zint feneantet, mezvyerien, traïtour hac hep sourci. Goernissa reont o diouc’har a voalinier aour, olifant, couraill, etc. An dénved er vrô-se o deus blêo elec’h gloan, hac an dud o deus gloan elec’h blêo.

G. Petra livirit-u eus pobl enezen santes Janned ?

R. Aoun bras o deus ous an diaoul, pehini a hanvont Gregor. Pa ra curun, ne gred den sortial eus e dy, gant aoun da veza paqet gant Gregor. Ar graguez so esclav, hac a ranq ober an oll labouriou rust ; ha n’o deus qet al liberte da zêbri gant o goaset. Ar merc’het a vez demezet d’an oad a seiz pe eiz vloas.

G. Petra remerqer e fêçon beva habitantet Loango, rouantelez eus an Afriq ?

R. Ar graguez eo a had hac a droc’h an hed ; servicha a reont o goaset ous taul, ha goude e zeont da zêbri ar restajou d’ar gueguin. Pa fell d’ar roue eva, e son ur c’hloc’h, ha pepini a ranq soubla e benn betec an douar ; p’en devez evet, e soner ar c’hloc’h un eil goech, hac e saver er za ; rac den ne gred sellet outàn oc’h eva, dindan boan a varo.

G. Petra eo bividiguez habitantet enezen al Laeron ?

R. Aroc ma êruas ar Spagnolet eno, an habitantet a sonje ne voa nemeto er bed. Biscoas tam tan n’o devoa güelet, ha pa er güeljont evit ar veach qenta, unan benac diouto a dostas re dost d’an tan, hac a voc dêvet, ha na gredent qen mui neuze sellet outân nemet a bell. Ar merc’het a sell evel ur gaerentez qaout dû o dent. O