Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 22 ]

demezi na bad nemet qeit ha ma qeront. Ar graguez ordinalamant a so mestrezet absolu var o goaset. O langach a so douç hac agreabl meurbet ; un estim vras o deveus evitàn ; en em sellet a reont evel ar muia speredus hac ar goella lezennet eus ar bed.

G. Peseurt Goardou en deus Impalaer Matarans, en enezen Java ?

R. E bales a so dioüallet gant dec mil maouez, hac o deus officerien evel en hon rejimantchou.

G. Pez seurt ceremoniou a vez grêt pa vez curunet impalaer Cina ?

R. Pa vez curunet, e qemer un habit labourer hac un alazr alaouret, hac ec’h hara un nebeut demeus ur parq so en templ. Ur c’hustum ancien eo etablisset etouez ar Cinais, evit digas sonch d’an impalaer penos e oll vadou na deu nemet eus a c’hoezen hac a boan ar bobl, hac e tle evit se e venaji.

G. Petra veler a gurius e Salisbury, en Bro-Saus ?

R. Tour an ilis cathedral, pehini eo an huella eus ar rouantelez. An ilis-se e deveus qen alies a zôr evel a vis a so er bloa ; qen alies a brennest evel a so a zeves, ha qen alies a billier evel a so a heur.

G. Petra livirit-u eus a brovinç Samogitier e Pologn ?

R. Lavarat a rêr ne all qet ur plac’h bale en nôs, nemet ur c’houlaouen alumet e devez en he dorn, ha daou gloc’hic staguet a bep costez dezi. Na zemezer qet ordinalamant eno ar vugale német da drêgont vloas.