Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 20 ]

dezàn : Mâ, ni a tialbenno, rac bremâ souden e vezi dêbret te da-unan. Goude pera e vez lazet, goelc’het, rostet, ha neuze dêbret, ous en em exorti an eil eguile da veza courajus er brezel, evit gallout ober pourvisionou mad a guic tud evit o fest.

G. Petra sinifi ar sclasserezou en em guev e canton Bern, er Souiss ?

R. Meneziou scorn int, pere na deuzont james, hac a so deus un dounder incomprenabl ; p’en em faoutont, e reont un drous qen horrubl, ma vez lavaret e za tout ar menez da frailla ha da zailla en ear a dammou. Ar beacherrien pere a so oblijet da dremen ar meneziou-se, a vez avichou lounqet er faoutou, el lec’h ma chommont da vervel. An dour a zorti eus ar seurt meneziou-se, a so ar guella hac ar yac’hussa da eva.

G. Penos e rear an eureujou e kear Goa, en Asi ?

R. Pa zemez unan benac, an ozac’h yaouanq hac e vreg en em laqa var ur guële calet, ha neuze o c’herent ha tud an eured a vasata anezo c’hoecqa ma ellont. Ar vasadou-se a so lod eus ar blijadur hac eus ar cher-vad a rear dezo evit o eured.

G. Petra eo bividiguez habitantet Guinee, brô vras eus an Afriq ?

R. Ar vaurianed a chom er vrô-se, na vevont qet ordinalamant ouspen anter cant vloas. Beza e zeus prénved hac en em stag ous o diou c’har, hac o c’hign betec an ascorn. Goell lubric int, hac a boan e vez cavet ur plac’h