Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 19 ]

ancien na varve james. Ar Baoba, er Senegal, pehini a deu da gaout bete pêvar c’hant pemp troatad ha trêgont a deoder, a ell beva c’hoec’h cant vloas, d’an nebeuta.

G. Petra eo bividiguez pobl Benein, en Afriq ?

R. Roue Benein n’en em em disqeuz nemet ur vech er bloas ; ha neuze, evit renta enor dezân, e lazer pemzec pe c’hoezec esclav. Pa varv, darn eus ar princet a vez entêret gantàn, evit delc’hel compagnunez dezàn. Entêri a rear ivez gantàn an darnvuia eus e habijou hac eus e veubl. Ar goaset ne gredont qet douguen un habit, nemet recevet o deve anezàn digant ar roue, nac ar merc’het ur robe, qen a vez roet dezo gant o fried, pa zemezont. Epad seiz devez goude entêramant ar roue, e vez goueliou caer, ha na rear nemet dançal en drô d’ar bez.

G. Comzit dìn bremâ eus a bobliou ar Bresil, en Ameriq.

R. P’o devez grêt ur prisonnier, mar deo lard, e vez dêbret ractal ; mes mar deo treud, e roer dezàn ur plac’h d’e zervicha, evit beza e vestrez hac e larda. Pa vez êruet an devez d’en laza ha d’en dêbri, an oll a so pedet eus ar fest. En em divertissa a rear, en eur eva ha dançal ; ar prisonnier memes a so deus an ebat ; hac e lec’h beza trist, e cont, gant un ear joaüs, ar pez en deus grêt a vaillantisou, hac e lavar dezo pere eus o zud, pe o zad, pe o mam o deus bet rostet ha dêbret. Disfia ra anezo memes, en ur lavarat d’an hini a dle en assommi, rêi dezàn e liberte, hac en dêbro én hac e dud. Respont a rear neuze

2