onet, Rouane ar vrô, ul lêo vad eus Caira, ar gapital. Beza e zeus teir vras, hac a so vardro 200 pas an eil ous eben. An hini so e costez an nord e deus c’hoec’h cant pas a hueldet, ha seiz cant pas a ledandet, en carre. Beza e voet tri bloas varnuguent ous o sevel, ha tri c’hant tri uguent mil den a laboure varnezo. Plin a lavar e voe dispignet seiz milion en oignon hac en rabes hepqen : an Egyptianet ancien a voa goall debrerien legumach ! An diou golonen all ne dint na qen huel, na qen teo hac an hini guenta. Ar guelennadurez ancien a ro da gredi e voent grêt évit servich da volzou-bez da famillou ar Rouane, ha penos en hini vrassa e vije deposet corfou ar rouane, goude o maro, hac ebars ar re-all corfou ar rouaneset ha re o bugale. Ar golonennou-se a so bepret en o za ; ha marteze meur a zoudard côs a so c’hoas var ar meaz, hac a elfe comz eus anezo gant guïrionez, rac er bloa 1797, un arme derrubl a Francisien vaillant a voa neuze er vrô-se.
G. Goude beza despeignet ar burzudou bras, comzit bremâ eus ar burzudou bian.
R. Eh bien, selaouit : 1. Er c’hoezecvet cantvet, Pêr Alumnus, manac’h italian, a scrifas ar Gredo hac an Aviel diveza, var un tam paper, bras evel un diner.
2. Un den all, qer paciant, a bresantas da Elisabeth, rouanes Brô-Sauz, un tam paper, deus vent un ivin, var behini e voa scrifet sclêr Gourc’hemennou Doue, ar Gredo hac ar Bater, hac an dat eus ar bloas.