Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 15 ]

dorojou coëor. (Isai. ch. v5. v. 22.)

5. Statu Jupiter Olympien, e Pisa. Phidias, sculter brudet bras, a reas anezàn. Pausanias en deus en despeignet evellen : Guelet a rear, emezàn, an Doue azezet var un tron aour hac olifant, memes tra evel ar Statu. Beza en deus var e benn ur gurunen a seblant beza olives ; en e zorn deo e toug Douees ar Victor, en olifant, pehini e deus evit coeffuren ur gurunên aour, hac en he dorn cleiz e talc’h ur sceptr great eus a bep seurt metail precius, hac un erèr er beg. E goëffeür d’an Doue a so aour tout, ha var an ornamanchou oll e zeus poltrejou a bep seurt anevalet, ha fleuriou precius meurbet, ha labouret exqis.

6. Statu Apolon, en Arem, savet etal pors Rhodes, en enor d’an Eol. Qen huel e voa, ma tremene ar vatimanchou, gant ar goëliou displeguet, etre e ziouc’har. Beza en devoa cant pemp troatad a hueldet. Charès, a Linda, disqib Lysippa, sculter brudet bras, a reas ar Statu-se ; daouzec vloas e voe ous en ober. Choec’h vloas hac anter cant goude se e voe discaret gant ur grenamant douar, pehini a occasionas un distruch horrubl er sav-eol, ispicial e rouantelez Cari, hac en enezen Rhodes, 225 aroc J.-C. Goude ur spaç a 896 bloas e voe cavet c’hoas seiz cant uguent mil liour boes eus anezàn, pere a voe goerzet da ur judean, gant Moavia, c’hoec’hvet calif, er bloa 672 eus a J.-C.

7. Colonennou carre an Egypt, savet gant ar phara-