hueldet, eus a behini dec ilinad a voa goloet eus a aour, hac an dec ilinad all eus a vein precius. Joseph, an historian, a lavar e voa ennan dec mil cantolor aour, dec mil daul, goloet en aour, hac unan goell vras, tout en aour ; uguent mil anaf aour, ha daou c’hant mil arc’hant ; pêvar uguent mil plat aour, ha cant tri uguent mil arc’hant ; uguent mil scudel aour, ha daou uguent mil arc’hant ; uguent mil ezancouer bras arc’hant, hac anter-cant mil all biannoc’h ; dec mil robe goernisset eus a veïn precius ; daou c’hant mil drompill arc’hant, ha daou uguent mil instrumant musiq, en aour hac en arc’hant.
3. Templ ar fals-douees Diana en Ephès. Distrujet e voe gant Erostrat, pehini, evit laqat comz eus anezàn, a laqas an tan ennàn, 356 vloas aroc J.-C. Pêvar c’hant vloas e voet ous e gonstrui. Beza en devoa pêvar c’hant pemp trotad varnuguent a hirdet, ha daou c’hant uguent a ledandet, soutenet gant seiz varnuguent colonen a dri uguent troatad hueldet, ornet eus a sculpteür, pere a voa bet roet pepini gant ur roue. Ar c’hoad materi a voa cedres, hac an dorojou coad cyprès.
4. Ar Vuraillou eus a guær Babylon, construet dre urz Nabuchodonosor ; beza o devoa seiz troatad ha pêvar uguent a ledandet, tri c’hant anter cant a hueldet, hac uguent lêo dro. C’hoec’h caros bras a elle tremen varnezi en eaz. Ar guær-se e devoa pemp dor varnuguent, tout e coëor massif, pe evit tra, pa bromettas Doue da Cyrus conqeuri Babylon, e lavaras dezàn : Me a fraillo an