Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 17 ]

3. Jerom Faba, bêleg italian, a reas ur pez labour, en beuz, pehini a represante oll Mysteriou Passion J.-C., hac a zestume en ur graouen guelvez.

4. Grêt en devoa ive ur C’harros deus vent ur greunen vinis, ebars pehini e velet un autrou hac un itron ; ur c’hocher o cundui ar c’harros, ha qezeg pere en treïne. Ar marvaillou-se a voe presantet da Frances Ia, roue a Franç, ha da Charles-Qint, impalaer ha roue Spagn.

5. Un den ingenius all en devoa construet ur gariolen olifant, pehini a guzet gant diou-esqel ur guellyenen.

6. Un autrou, en Paris, en devoa grêt ur c’harros, hac a voa treïnet gant c’hoenn.

7. Paul Colomies a lavar beza guelet un ofreber e Moulins, pehini en devoa chadennet ur c’hoanen beo-buec ouz ur chaden aour eus a anter cant maill, hac a boeze nebeutoc’h calz eguet ur c’hreunen vinis.

G. Lavarit dìn perac en deus an Aour ar breferanç var ar metaillou all.

R. Dre ma surpass anezo oll en sqüet, en poez, ha dre ar vertuz en deus da veza forjabl meurbed. Güelet a rear ar breuven demeus a guementse en alaouradur. Ur physician en deus compodet ec’h eller, gant unan pe daou onç aour, golo un neuden arc’hant eus a seiz lêo ha pêvar uguent a hirdet. Un all a lavar e rancqfet trêgont mil feillen aour, an eil var eben, evit ober ul lignen a deoder.

G. Petra so caus e qaver avichou scrituriou, ha