55 Lestr a lignen, 30 Fregaden, calz a Gorvettennou, ha 100 Batimant vian. — Qementse so hepqen en peoc’h, mes en brezel ec’h elfet cresqi calz.
G. Lavarit dìn ivez un dra eus ar Francisien.
R. Ar Francisien so laouen ha hentabl. Carout a reont calz an oll sqienchou hac ar brezel ; beza e zint speredus, guïziec, ingenius, soudardet calonec ha gracius.
G. Despeignit dìn Paris un nebeut.
R. Paris e deus 10 lêo drô, ha tost da ziou lêo a hirdet, var unan a ledandet. Beza e deus ouspen seiz cant mil habitant. Er guær-ze e zeus 1106 Ru, 120 Ru-dall, 41 Pourmenaden, 75 Placen, 12 Pors-rivier, 29 Qæ, 14 Pont, 42 Cohi ha Placen-marc’hat, 33 Feunteun, ouspen 30,000 Dy ; anfin, Capital Franç eo, hac unan eus ar gaera a zo er bed.
G. Hanvit dìn ar Rouantelezou principal eus an Europ.
R. Bro-Saus, ar Russi Europ, ar Suèd, an Autrich, ar Pruss, ar Franç, Naples, ar Spagn, ar Portugal, hac an Turqi Europ.
G. Petra eo bividiguez ar Russianet ?
R. E general e zint grossier, ignorant ha sauvach e meur a brovinç, hac en darn all e tisquezont beza civil, vaillant, speredus hac ingenius.
G. Petra a leverot-u eus a habitantet ar Portugal ?
R. Beza e zint deread, generus, sobr ha dissimul. Tremen a reont ivez evit beza glorius ha venjançus.