Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 10 ]

labourat ar gloan ha d’en em servicha eus a heaul. Mysor, o pourmen var bord ar môr, a zastumas un nebeut ecumen, ha goude er beza tânvêt, e laqas ober haulen.

Qenta marc’h a zougas houarnou, e voe hini Childeric, roue a Franç, er bloa 482.

Er bloa 515 e voe construet ar c’henta Mêlinou e Franç.

Er bloa 830, an Holandisien a invantas an horolachou.

Ar C’hlêyer a voe implijet e Franç, vardro ar bloa 550, invantet tost da Rom, vardro ar bloa 400.

Er bloa 1400, Yan Guttemberg, soudard allamant, a invantas an Imprimeri.

Pell goude, ur manac’h a invantas ar Poultr.

Er bloa 1654, Charles IX, roue a Franç, a ordrenas ma commançje ar bloa ar c’henta deves a vis Guenveur : aroc e commance vardro Pasq.

G. Comzit dìn eus a Franç.

R. Ar Franç a so diviset hiryo eu 86 Departamant, 363 Arrondissamant, 2842 Canton, ha 390,381 Commun. En hirdet e deveus 3oo lêo, hac en ledandet 280. Beza e deus trêgont milion pemp cant mil a bopulation, 64 regimant infantiri a lignen, 20 regimant infantiri scanv, 4 regimant souisset, 2 regimant Carabinierrien, 10 regimant Culasserrien, 12 regimant Dragonet, 18 regimant Chasserrien, 6 regimant Huzardet, 8 regimant Canonnerrien var droad, 4 regimant Canonnerrien var varc’h, 3 gorf royal eur ar Geni, 12 bataillon Pontonnierrien, 8 escadron Traïn artilleri; beza e zeus ouspen,