Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 9 ]

toulla an douar, dindan hon treid, e vez ret ober un toull a bêvar mil pemp cant lêo : neuze e vez cavet en tu-all tud hac o deus o zreid ous hon re-ni, rac an douar o veza rond, en em gav habitet a bep costez.

G. Comzit dìn bremâ eus a un invantion benac.

R. An Tan a voe ar c’henta tra a zizoloas an dud. Plos ha Plox, mibien Acon, eus ar c’hoec’hvet generation, o veza o pourmen var bord ur forest vras, e teuas un tempest qen horrubl, ma scòe an eil guezen ous eben, hac e crogas an tann e meur a hini, dre nerz ar frottamant. Plos ha Plox, pere n’o devoa goelet biscoas tam tan, a zonjas e voa se ur bunition a beurs Doue, hac e redjont en eur voela da lavarat d’o zad ar pez o devoa goelet. Acon a yeas ganto var ar plaç, e pelec’h na gavjont nemet glaou maro, mes pere a voa tom. Dre un inspiration a Zoue, e lavaras d’e vugale qemer daou dam coad sec’h, hac o frotta stard an eil eus eguile : en ober a rejont, ha qerqent o devoe tan.

Er bloa 130 eus ar bed, Jubal a invantas ar fêçon da ober tantennou evit en em loja. Tubald-Caïn a invantas ar fêçon da forgi hostillou houarn, Naambleur, e c’hoar, a invantas ar fêçon da neza ha da ober al lien.

Er bloa 139, Cain a gonstruas ar guenta kear, pehini a hanvas Enochia.

Dagon a invantas ar fêçon da hada ar greun, ha da ober an alazr.

Er bloa 2178, an Athenianet a invantas ar voyen da