Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 8 ]

G. Petra eo ar Môr ?

R. Ur vrasder divusul, goloet a zour c’hoëro ha sall.

G. Perac eo sall ha c’hoëro an dour môr ?

R. Dre gombinêson meur a vatier, eus a bere e zeo an haulen al loden principal, hac a deu a fonç ar môr memes, gant re-all digasset gant ar rivierou vras en em dol ebars, hac ives c’hoas ar re a zorti eus a exalêson an douar.

G. Penos e tiviser an amzer ?

R. Dre ganvet, dre vloas ha dre vis.

G. Pet deves en deus peb Mis ?

R. Guenveur en deus 31 ; Chuevrer, 28 pe 29, herves ma vez ar bloaves ; Meurs, 31 ; Ebrel, 30 ; Mae, 31 ; Even, 30 ; Gouere, 31 ; Eost, 31 ; Guengolo, 30 ; Here, 31 ; Du, 3o ; ha Qerzu, 31.

G. Petra a hanver bloaves ordinal, pe biseost ?

R. Ar bloaves ordinal e deus 365 devez, hac ar bloaves biseost 366 : êruout a ra bep pêvar bloas.

G. En ped loden e tiviser ar Bloa ?

R. En peder : an Nêvez-Amzer, an Hân, an Discar-Amzer, hac ar Gouân.

G. P’eur e commançont-ii ?

R. Ar guenta a gommanc an 21 pe an 22 a veurs ; an eilvet, an 20 pe an 21 a even ; an drivet, an 20 pe an 21 a Voengolo, hag ar bedervet, an 20 pe an 21 a Guerzu : tri mis en deus pep sêson.

G. Petra a ell ar Bed da gaout a vrasder ?

R. Ar Bed en deus nao mil lêo dro : ha ma vez allet