Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/13

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 7 ]

a Gên, er bloa 1492.

G. Pehini eo ar vrassa eus ar beder guevren-se eus ar bed, hac e pehini en em gav ar muia a aour hac a arc’hant ?

R. An Ameriq.

G. Pehini eo ar binvidiqa e froeziou an douar ?

R. An Asi : hi eo a fournis ar spiceres, ar mein hac ar plant precius, ha calz a draou all.

G. E pehini eus anezo e santer ar brassa tomder ?

R. En Affriq, brô ar vaurianed.

G. Pehini eo ar muia poblet, hac e zeo ar sqianchou ar muia soignet ?

R. An Europ, ar bianna eus anezo, mes ar gaera hac an interessanta. Enni en em gav ar greizen eus an dereadeguez, ar bividiguez, al lezennou, ar sqianchou hac ar c’hommerç.

G. Penos e c’hanver ar pêvar gostez eus ar bed ?

R. Ar Chreiz-dez, an Nord, ar Sav-Eol, hac ar C’hus-Eol.

G. Penos gouzout al lec’h m’en em guever ?

R. Ne zeus nemet trei ar c’hein d’ar sav-eol ; neuze e zeus a gleiz ar c’hreiz-dez, a deo an nord, adrec ar sav-eol, ha dirac ar c’hus-eol.

G. Penos e hanver an Avelou a c’hoez eur ar pêvar gostez-se ?

R. O henvel a rêr er memes renq : Avel Su, Avel Nord, Avel Reter, hac Avel Gornaucq.