Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 6 ]

nemet pluennouigou scanv a Erc’h, pere a receo eus a bep costez ar sclêrijen, hac a barris guen-cann.

G. Penos en em form ar Grizill ?

R. En em formi a ra eus tacadennou glao, pere, en ur dremen ebars en ouabrou yen, en em scorn en eur goeza. Evelse ne dlefe james beza brassoc’h eguet an dacadennou glao ; mes mar deo yen aoüalc’h evit scorna ar bannac’houigou dour a rancontr, pe m’en em unan meur a c’hreunen assambles, e teu da veza tevoc’h, hac e form ar greuniou-se, pere a so avichou bras evel ur graouen pe ur vy ; ar pez so caus peurvuia e ra muioc’h a zrouc ar Grizill eguet ar glao, eus a behini ar bannac’hou, elec’h en em unani en eur goeza, so, er c’hontrol, diyvset dre ar resistanç eus an ear.

G. Petra eo ar Gurun ?

R. Ar Gurun a so ur vogueden, pehini o veza ranfermet en ur gouabren, a sco gant nerz ar gouabren-se ; al luheden a barris aroc ar gurun, a deu deus ar stocaden, pehini a anflam ar vogueden-se. Ar foultr, pehini eo ar vogueden-se anflamet, o tont anfin da grevi ha da zifframma ar gouabren, dre an oll effortchou a ra, a fraill hac a zistruch oll qement a rancontr.

G. E pet qevren e tiviser ar bed ?

R. E peder : an Europ, an Asi, an Affriq, hac an Ameriq.

G. Gant piou e zeo bet disoloet an Ameriq ?

R. Gant Christoph Colomb, naviguer brudet bras eus