Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 5 ]

mes bremâ e zoar sur e zeo an douar a ra an dro d’an eol.

G. Pegueit e mâ al Loar diouzomp ?

R. Pemp mil ba pêvar uguent tri c’hant peder lêo varnuguent peurvuia, rac avichou e vez tostoc’h, hac avichou pelloc’h : vardro pemp goech varnuguent e zeo biannoc’h eguet an douar.

G. Pegueit emedi ar Stered eus an douar ?

R. N’eus qet gallet er stadudi en ur fêcon sclêr ; mes gouzout a rear penos ar re so an tosta, a so, d’an nebeuta tout, pêvar c’hant mil goech pelloc’h eguet an eol.

G. Petra eo un Eclip Eol ?

R. Un Eclip Eol en deus lec’h pa en em gav al Loar etre an Eol hac an Douar.

G. Hac un Eclip Loar ?

R. Un Eclip Loar a êru, p’en em gav an Douar etre al Loar hac an Eol.

G. Penos en em form ar Glao ?

R. Dre stancadurez ar c’hounabrennou, a so forcet gant an avel, pe an digoridiguez eus an ear, a forç d’en em unani en bannac’hou , pere en em guev neuze deut da veza re bounner evit en em souten en ear, hac a goez en Glao.

G. Petra eo an Erc’h ?

R. Un assamblach eus a damouigou scorn, meurbet bian, formet dre calediguez ar c’hounabrennou. An tamouigou scorn-se, ous en em unani en nombr bras, hac en eur lezel entrezo calz a spac gollô, ne formont