Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 12 ]

G. N’hac ar Spagnolet, petra int-hi ?

R. Pretanti a rear e zint rocq hac orgouillus ; mes beza e zint sobr, pridirius ha paciant ebars er maleuriou, Lavarat a rear en proverb ; Rocq evel ur Spagnol.

G. Petra a livirit-u eus a habitantet ar Suèd ?

R. Beza e zint glorius ha vaillant, ha carout a reont ar sqiantchou hac al lux.

G. Petra a lavarit-u euz eus an Alamantet ?

R. Tremen a reont evit beza laborius ha vaillant ; mes n’int qet sobr : evel calz a Vretonet, e caront o banne.

G. Petra eo bividiguez an Turqet ?

R. Meurbet e caront ar repos, ha calz douguet e zint d’al lubricite, d’al lux, d’an impocrisi, ha dreist oll d’an interest. Carantezus int en andret an estranjourien. An Impalaer a guemer an titrou pompus eus a Doue en douar, Sqeud an Eol hac al Loar, ha Distribuer Rouantelezou.

G. Comzit dìn ivez eus an Holandisien.

R. O bizidi a so fontet var ar vertuz. Remercout a rear en o zoues un urz hac ur c’hundu leun a furnez, hac a so necesser d’ar gout o deus evit ar c’hommerç : n’eus pobl ebet qer propr evelto, var qement a apparchant dezo. Meurbet e caront ar bièr hac ar butun.

G. Pez seurt tud eo an Italianet ?

R. E general e zint gracius, prudant ha speredus mad evit ar sqiantchou hac ar micheriou ; mes reproch a rear dezo da veza venjançus.