Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9



Thalia.

Mar qeres rêi anezi dìn-me ha d’am eiz c’hoar,
Ni a roi dit plijadur en troc eus da c’hlac’har,
Hac a chasseo Venus demeus da santimant,
Hac he mabic qen traitour gant e charmou galant.

Ar C’hloarec.

Qent eguet rêi va c’halon, hac hi dies meurbet,
Me rancfe gout ho’hano ha pe vicher a ret ;
Rac me a meus bet disqet ac’hanon va-unan
P’am bo eun dra da ober, n’er grìn qet re vuan.

Thalia.

Ni, zo nao merc’h da Jupiter, tad an oll doueou :
Clio, leshanvet ar Gloar, a gân an harosou ;
Euterp zo ’vit ar music, ar rimou pastoral ;
Thalia d’ar gomedi a gommand ordinal.

Melpomen eo a gommand neuze d’an drajedi ;
Terpsicor, gant he lyren, zo an danç eviti ;
Erato ’vit ar poesi eus an amouroustet ;
Polymni ’vit ar jestou hac ar bantominet.

Caliop’ deus en he c’harg ar poesi heroïc ;
Urani eo an naovet, d’an astrou a bresid.
Mar fell dit bea poëtrian, ro da galon demp-ni,
Ha ni rayo did brilla ebars ec’h oll studi.

Ar C’hloarec.

’Vit en eur fêçon benac e lêzin Cupidon,
Rac m’en heuillàn, e rànqìn cavet contrepoeson ;
Rac-se-ta, va recevit, pa ’màn ho madelez,
’Vit m’en em rejouissimp ganec’h en ho pales. [1]

Thalia.

Ia, ni as recevo ’bars en hor gourc’hemen,

  1. Da lavaret eo, ar studi.