Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10


Evit qementse hepqen e zòn deut d’as coulen :
Hac a vrêmàn, m’en assur, e po contantamant
O tarempred ar studi etoues ar gloer yaouanc.

Ar C’hloarec.

Venus, pini am hente coulz en de ’vel en nôs, [1]
A voa etal va frênest o clêvet ar propos,
Hac a antreas em zy, carguet a yêoni :
O va mignon, emezi, homàn ê an anui !

Possubl e ve, den yaouanc, e vec’h qen dinatur
Da zilezel ho Mestrez, charmerez an natur !
Me zo Dees immortel, ha m’am bije eun den
D’am c’haret evel m’ho car, n’he lezjen birviqen.

O clêvet ar seurt comzou, me zant eur yenien,
Va daelou a red buan, ar bleo a zao em penn,
Va c’homz a zo arrêtet, ar goad’ deu dre va fri,
Hac imach ar maro yen a deu d’am ambrassi. [2]

Thalia am remercas er stat truezus-se,
Hac a zistroas ouzìn gant eur vouez a drue :
Ha possubl ve, emezi, e ranfe da galon
En eur dilezel Venus hac he mab Cupidon !

O salocras, Thalia, biqen n’arruo ze,
N’en deo qet eus a Venus e-mâ va c’harante ;
Mes va Mestrezic ha me, zo re en em garet,
Hac an dilez anezi am gra calz glac’haret.

Thalia.

Me ac’h assur, ma roes d’an Amour ar victor,
Ne po james an alc’hoez eus a Dempl ar Memor ;
Rac Minerv ha Cupidon n’en dint qet mignonet :
Biscoas nê bet o fennou en eur memes bonet. [3]

  1. Venus, mam Cupidon, a favorise he farti muia ma elle.
  2. Ne qet eur jeu dister dilezel nep a garer parfet.
  3. Da lavaret eo, ar furnes hac an amouroustet ne vent qet peurvuya assambles.