Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11



Ar C’hloarec.

O c’houi, Dees Thalia, c’houi barlant gant rêson :
Ar villa deus ho famill e zeo sur Cupidon ;
Rac gant e charmou galant e coll ar speret mat,
Hac e laca an den paour da vea idolatr.

Thalia, me a c’houlen diganêc’h eur reqet ;
Hep dont d’ho tisoblija, mar plich, en accordet :
Grit ma vezo eur gombat etre c’houi ha Venus,
Ha m’en em rai d’an ini a vo victorius.

Bete neuze’-ta Venus ne lavare netra ;
Mes qerqent, leun a fulor, e savas en he za,
E provocas Thalia d’eur gombat singulier,
Dindan ar gondition ma savjent’ bars en êr. [1]

Ha Thalia var ar guir a receo ar propos.
Anlevet ’voent ac’hane me ne oun qet penos ;
Ha me chommas va-unan en toullic va ludu,
Beuzet ebars em daelou, na droen e nep tu.

Neuze souden Gradivus a gommanças yudal,
Ha dorojou templ Janus a gommanças stracal ; [2]
Apollon en em gusas ’vit nonpas beza test ;
Nemet e c’hoar Diana na velas an tempest. [3]

M’en em retiras neuze casi hep mouvamant,
Credi a ellit parfet n’oan qet hep nec’hamant,
Rac ar fin eus ar gombat a dleye beza dìn
Eur sujet a joaüstet pe a velanconi.

An deiz varlerc’h ar beure, pa gommanç Apollon
Da eqipa e garros var bord an horizon,
En a gus e faç divin ha voal e zaoulagad,

  1. Ar recit a zo fabulus.
  2. Da lavaret eo, ar brezel a alumas.
  3. Da lavaret eo, an eol en em guzas hac al loar a savas.